Flavius Galerius Valerius Licinianus Licinius (Moesia, 263 - Thessaloniki, 324) a voe un impalaer roman hag a renas adalek 308 betek e varv. Dimezet e oa da Flavia Constantia (313-325). Ur mab o doe, Licinius II, pe Licinianus.
Ganet e oa e Moesia, en un tiegezh kouerien.
E Nicomedia (İzmit, Turkia hiziv) edo o chom, e reter an impalaeriezh. En 313, en Embann Milano, e stalias ar gendoujañs relijiel a-gevret gant Constantinus Iañ.
En 324 e reas Constantinus brezel dezhañ, ha trec'het e voe Licinius en Emgann Adrianopolis (324) (Edirne, Turkia hiziv) d'an 3 a viz Gouhere 324 hag en Emgann Khrysipolis (Üsküdar, Turkia hiziv) goude.
Bac'het e voe e Thessaloniki, ha drouklazhet ur pennadig goude.